Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-da-zont evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da zeskrivañ un ober ha n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh met a gav d'an hini a zo o komz e c'hoarvezo diwezhatoc'h, en dazont, pe mar kaver gwell, en un amzer goude an amzer-vremañ en ur reizhiad amzerioù rik pe c'hoazh da heul un ober all lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad amzerioù keñveriek.